Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
LEVR AR C’HENELIEZ.

stad Jozeph, a zo eur skeuden euz ar pez a zo c’hoarvezet gant hor Zalver Jezuz-Krist, o tremen euz he c’hloasiou da c’hloar he rezureksion ; hag ivez euz ar pez a c’hoarvez gant servicherien Doue e heur ar maro. Rak ho dellid hag ho vertusiou n’int ket ato paët mad er vuez-ma ; mes neuze e kuiteont poaniou, trubuillou, dikriou ar bed, evel ma kuitaaz Jozeph koz dillad he brizoun, evit mont da balez ann Drinded, ha beza eno kurunet a c’hloar.

Gwelomp c’hoaz ann henveledigesiou all a zo etre Jozeph enn he c’hloar ha Jezuz-Krist resusitet.

Jozeph, sklerijennet euz ann env a zizolo da Pharaon menosiou kuzet ann Aotrou-Doue, menosiou koulzkoude ret d’ezhan da c’houzout evit savetei he vobl. — Jezuz goude he rezureksion a skuill he c’hrasou hag he sklerijen dre ar bed, evit deski d’ann holl dud a ioul-vad, ar misteriou kuzet ouz ann dud bete neuze, misteriou koulskoude ret da c’houzout evit en em zavetei.

Holl c’halloud a zo roet da Jozeph war ann Ejipt ha war holl sujedi ar roue. Holl c’halloud, eme Jezuz-Krist, a zo roet d’in enn env ha war ann douar ; it, kelennit ann holl voblou, badezit-ho enn hano ann Tad hag ar Map hag ar Spered-Santel ; deskit d’ezho mirout ar pez am euz gourc’hemennet d’e-hoc’h.

It da gavout Jozeph, eme ar roue d’he vobl, ma na fell ket d’e-hoch mervel gant ann naoun. — Deut holl daved-oun-me, eme Jezuz, c’houi pere a zo bec’hiet, c’houi pere hoc’h euz naoun ha sec’hed d’ar wirionez ; me eo sklerijen ar bed, nep a zeu d’am heul-me, na valeo ket enn denvalijen. Me eo ar bara a vuez, nep a zebr va c’horf hag a ev va goad a vevo da virvikenn.

Kalz a dud, gwisiek war ho meno, a dorr ho fenn, hirio gwaz eget biskoaz, o klask ijina eur relijion bennak gwelloc’h eget hini Jezuz-Krist. Ho foan a gollont, ann dud a gred d’ezho a zihenchont, euruzted ebed na gavont, hag abred pe zivezad e renkont lavarout evel Pharaon d’he vobl : It da gavout Jozeph ; it daved Jezuz ; hen-nez eo e-leal ann hent, hag ar wirionez, hag ar vuez.

Jozeph a lakai ann holl Ejipsianed korf ha madou dindan mestrouniez Pharaon. — Jezuz-Krist, da fin ar bed, en de-