Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
176
LEVR AR C’HENELIEZ.

er varaerez (er voulanjerez) hag al laboused a zeue da zibri anezho.

18. Jozeph a respontaz : Chetu ama ann displeg euz ho hunvre ; ann teir gest a zo tri devez c’hoaz ;

19. Goude pere Pharaon a drouc’ho d’e-hoc’h ho penn, hag ho stago ouc’h eur groaz, hag al laboused a zispenno ho kik.

20. Tri devez goude edo gouel ginivelez Pharaon ; ober a reaz eul lein vraz da ofisourien he di, hag e kreiz ar banked, e teuaz sonj d’ezhan euz he vestr-boutailler, hag euz he vestr-paneter.

21. Lakaat a reaz unan anezho enn dro enn he garg, da ginniga d’ezhan da eva ;

22. Hag egile a oe krouget ouz a eur potanz, evit ma teuje diskleriadur Jozeph da wir.

23. Ha koulzkoude ar mestr-boutailler, ann traou o vont gwell-pe-well gant-han, a ankounac’heaz he zivinour keaz.


————


SKLERIDIGEZ.


Eur feuteun gaer, enn eunn draonien didrouz, a ziskouez d’e-omp enn he mellezour bolz ann envou gant he stered lugernuz ; evel-se Jozeph e gweled he brizoun, a lenne enn he galoun neat ha vuel sekrejou Doue memes. Netra na daol mui a denvalijen e-barz ar spered, netra na laka tenvoc’h brumen e-tre Doue hag ann den, eget al ligentez. Ann den lik, eme Sant Paol, na gomprenn netra enn traou a zeu digant spered Doue. Hogen d’ann eneou glan eo e tizolo Doue he urzou muia kuzet. Poella a reont he skrituriou hag he lezenn gwelloc’h eget ar sperejou brasa. Jozeph enn he brizoun a zo test a gemen-ze.

Abarz ma savo Jozeph d’ar c’hloar, gwelomp pebez henveledigez a gavimp e-tre he boaniou ha buez hor Zalver war