Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/182

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
174
LEVR AR C’HENELIEZ.

ar bed-ma ; histor Jozeph her prouv. Mes, eme ar Spered Santel, ar furnez a ziskennaz gant-han enn he vase-fos, ha n’hen dilezaz ket enn he chadennou.

He brizoun a zervichaz d’ezhan da skabel evit en em zevel d’ann huella enoriou. Ar memes tra a c’hoarvezo gant kement hini a c’houzanv hiskin er bed-ma evit ar feiz pe evit ar mad ; eur paë gloriuz en devezo a-bred pe zivezad. Hogen ne ket gloar ar bed-ma eo a dle eur c’hristen da c’hortoz, mes gloar ar bed all. E-leac’h kaout drouk ouz hor mac’herien, e tleomp ho c’harout a wir galoun, pa’z eo gwir e servichont d’hol lakaat war hent ann euruzted ; hag ez int etre daouarn ann Aotrou Doue, gwalligner eunn tad mad da gelenn he vugale.




PENNAD XL.


Jozeph e-barz ar prizoun. Hunvreou ann daou ofisour.


1. Ann traou-ze tremenet enn doare ze, e c’hoarvezaz gant daou ofisour, boutailler-roue ann Ejipt hag he baneter pe he varaer, gwall vankout e kenver ho mestr.

2. Ha Pharaon tearet out-ho, (rak unan anezho a oa war benn ofisourien ar gwin, hag egile war benn ofisourien ar bara,)

3. Ho c’hasaz ho daou da brizoun kabitan he zoudarded, e pehini edo ivez Jozeph prizounier.

4. Gouarnour ar prizoun ho lekeaz etre daouarn Jozeph, pehini a oe karget d’ho zervicha. Tremen a reaz eur pennadik mad a amzer, hag e choument ato er prizoun.

5. Bez’ ho devoe, er memes nosvez, peb a hunvre, hag a zelle out-ho, pep hini hervez he stad.

6. Jozeph deuet d’ho c’havout da vintin, oc’h ho gwelout trist,