Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
150
LEVR AR C’HENELIEZ.

ouc’h ar charter e pehini e choum he vreur Ezaü ; ha Doue a zigas war he arbenn eunn arme a Elez evit he gonforti, hag evit he zifenn e kaz ma vije ezomm. Jakob sur euz a zikour Doue, na ankounac’ha netra a gement a ve gwestl da zousaat d’he vreur, ha da c’hounit he c’hrasou~mad. Petra na dlé ket eur gwir gristen da ober evit digas ar peoc’h hag ann unvaniez el leac’h ma’z euz tabut, kasoni ha gwarizi ?

Neket awalc’h ober ar pez a zo enn hor galloud evit dont a benn da c’hounit hon enebour, ret eo c’hoaz goulenn sikour digant Doue, pehini a hell trei ha distrei kaloun ann dud evel ma kar. War ann dra-ze gwelit pebez peden a ra Jakob d’he Zoue.

N’ouzomp ket re petra a arouez ar peg-gourenn a reaz Jakob ouc’h ann Eal. Da genta lavarout a heller penaoz Doue a aotreaz kement-ze evit konforti he zervicher ; o rei d’ezhan da glevout n’en devoa ket ezomm da gaout aoun rak den ebed, pa’z eo gwir e oa bet treac’h da Zoue he-unan. D’ann eil, ar Spered Santel ebarz ar veuleudi eveuz ann den Santel Jakob, e levr ar furnez ; (Pennad X. Gwersad 12) a lavar : Doue he-unan a gennigaz d’ezhan eunn emgann stard, evit ma vije trec’her, ha ma wiche penaoz ar furnez a zo trec’h da bep tra. Ia, ann den fur a vezo bepred trec’h d’he enebourien ; hag he feiz, eme sant Iann, eo a ra d’ezhan gounit ar victor. Rak gwelout a ra, enn he wall-chanz, enn he glenvejou, hag enn he wall-ioulou, ken alies a enebour digaset d’ezhan gant Doue evit hen amprou. Gourenn a rei out-ho gant kourach dre ma oar ne vanko ket gras Doue dezhan. Stourmi a rei mar d-eo ret, e-pad ann noz, da lavarout eo epad ar vuez-ma, pehini a zo eunn noz du ha tenval e skoaz sklerder ar baradoz ; mes dont a rai ivez ann deiz, me lavar, heur ar maro, hag ar brezelour kalounek en devezo evit bennoz eur gurunen a c’hloar.

Sant Aogustin a ro d’ar peg-gourenn-ze eunn displeg misteriusoc’h. Gwelout a ra skeudennet dre-z-han ann emgann terrupl-ze a zo bet etre ar juzevien bugale Jakob, hag hor Zalver Jezuz-Krist e amzer he c’hloaz pe he basion. E-pad noz-kent he varo, ho deuz gourennet out-han dre vil c’hoaperez, dre vil zismeganz, ha dre vil gruelded. Mintin mad int bet trec’h d’ezhan o veza great da Bilad he goudaoni