eunn dra evel-se ? kas gan-ez va merc’hed hep gouzont d’in evel pa vijent bet kemeret dre vrezel.
27. Perak eo bet falvezet d’id en era denna hep gouzout d’in ? hep lavarout ger d’in ? eat e vijenn d’az ambroug gant levenez gant kanaouennou, gant taboulinou ha gant telennou.
28 N’ec’h euz ket ma lezet zoken da boket d’am merc’hed na d’am bugale vihan ; diskiant oud bet oc’h ober se ; ha breman,
29. Ec’h halfenn d’am zro ober drouk d’id ; mes Doue ho tad a lavaraz d’in deac’h : Diouall na liviri da Jakob netra re rust.
30. Lekeomp ez poa c’hoant da zislrei da gavout da tud, hag e felle dvid gwelout eur veach c’hoaz ti da dad ; mes perak laerez va doueou ?
31. Jakob a respontaz mar d-oun eat kuit hep gouzout d’e-hoc'h, eo dre m’am boa aoun n’ho pije lamet ho merc’hed digan-en dre nerz.
32. Mes evit al laeronsi a damallit d’in, gant piou bennak e kefot ho toueou, ra vezo lekeat d’ar maro ama dirak hor breudeur ? klaskit ; mar kavit em zi eunn dra bennak d’e-hoc’h, kasit-hen gan-e-hoc’h. O komz evel-se Jakob na wie ket e devoa Rachel laeret ann doueou.
33. Laban o veza eat e telt Jakob ha Lia, hag e re ann diou vatez, na gavaz netra. O veza eat da delt Rachel,
34. Houma en em hastaz da guza ann doueou dindan torchen eur c’hanval, hag a azezaz war-n-ezhi ; hag o welout he zad o furcha e pep leac’h dre ann telt, hep kavout netra,
35. Hi a lavaraz : Drouk na vezet gant va Aotrou, ma