Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
LEVR AR C’HENELIEZ.


Ar gwestl a reaz Jakob da Zoue a ziskouez hanad kaloun eur zervicher mad, feal hag anaoudek. Doue a ziougan da Jakob eurvad ha madou dispar, ha Jakob en em westl he-unan da Zoue gant ann deok euz he holl vadou. Oh ia ! bez’ ez euz e-tre Doue hag ann dud vad eur c’hommers dudiuz, ha neket anavezet a-walc’h ; Largentez euz a berz Doue, largentez euz a berz he zervicherien. Mes ann dud difeiz, hag ar gristenien fall na ouzont ket petra a lavarann. Ar re-ma, stag ouc’h traou ann douar, euz a bere n’ho deuz ket hanter a-walc’h dre’n abek d’ho gwall zispignou, na westlont netra da Zoue, na gasont prof ebed d’he iliz, ha dre-ze n'int ket hardis da choulenn he c’hrasou gant fisianz. Ar re-hont na fell ket d’ezho zoken e ve Doue eunn Doue madelezuz e kenver he vugale ; na fell ket d’ezho en em emelfe a-grenn euz ar pez a zell ouc’h he grouadurien. Tud reuzeudik, evit-ho n’euz liamm ebed etre ann env hag ann douar ! Evid-hoc’h-hu, tud vad divar ar meaz, ho pet sonj bepred euz a Zoue, ha Doue en devezo sonj ac’hanoc’h. Pedit-hen ato d’en em emellout he-unan euz ann holl draou a zell ouz-hoc’h, hag e welfet a-bred pe zivezad testeniou hanad euz he garantez hag euz he vadelez.




PENNAD XXIX.


Jakob e ti Laban. — Rachel ha Lia.


1. Jakob, o vont a-darre gant he hent, a arruaz e bro Zao-heol.

2. Gwelout a reaz eur punz enn eur park, ha teir banden denved gourvezet enn he gichen ; rak er punz-ze eo e vije douret ann tropellou ; hag ann digor anezhan a oa stanket gand eur mean braz.

3. Hag hervez ar c’hustum, ar mean-ze na vije savet

memet pa vije digouezet ann tropellou holl ; hag al loe-

9