Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
109
LEVR AR C’HENELIEZ.

kontroll-beo d’ar pez a reaz ar patriarc’h santel. Eur verc’h-kaer a glasker ; mes eur verc’h hag a zigaso kalz danvez gant-hi. He lignez, he deskadurez, he buezegez vad pe fall, ouc’h ann traou-ze holl ne zelleur nemeur ; arc’hant, leve, koantiz a zo ; vertuziou a-walc’h eo ann traou-ze. Koulskoude petra’ zervich kaout madou braz enn eunn ti, ma na ouzeur ho gouarn hag ho lakaat da dallout. Eur c’hrek fur a ra tiegez , eme ar Skritur, ar c’hrek skan-benn a zismantr pep tra.

Eliezer, mevel Abraham, skouer ann holl zervicherien, a zesk d’e-omp dre he furnez, dre he fealded hag he relijion epad he veach, peger talvoudek eo d’ar zervichierien kaout mistri a zoujanz Doue, ha choum pell enn tiegesiou mad. Kemeret en deuz holl zoareou hag holl venosiou he vestr. Anaout a rea ar gentel roet divezatoc’h gant ar Spered-Santel : Ar gerent a ro tiegez ha madou, Doue hep ken a hell rei eur c’hrek fur. Chetu perak e teu d’en em erbedi d’ezhan, e kichen feunteun Karan, ha da c’houlenn sklerijenn evit anaout etre merc’hed ar gear-ze, ann hini en devoa Doue dilennet evit pried d’he vestr iaouank. Chetu Rebeka o tont, eur plac’h ampart, kempen ha modest ; hi eo ar genta enn he labour ; he c’haloun vad a zo war he muzellou ; Evit, va den-mad, eme-z-hi, ha me a denno c’hoaz dour d’ho loened. He c’homzou all a zo berr, vuel, ha leun a frankiz ; n’euz mui da arvari, hounnez eo a zo galvet da veza merc’h, pried, ha mamm ar batriarched.

Dourn ann Aotrou-Doue a gavomp e pep tra ebarz enn dimizi santel-ma. Izaak a ieaz war arbenn Eliezer ; hast en devoa a dra-zur da glevout eur c’helou bennak euz a eunn affer hag a zelle kemend out-han. Mes enn he valeaden, eme ar Skritur, e pede Doue enn he galoun. En em gemerout a reaz a-bred d’en em lakaat e stad da ober eunn dimizi euruz ; ha dre ma tostee ann termen, e kreske he aked da bedi. Karout a rea dont war ar mesiou, pell diouc’h trouz ar bed, evit en em gavout gwelloc’h gant Doue, ha danevelli d’ezhan prederiou he galoun. Tud iaouank war vare da zimizi, chetu aze ho skouer.

Pa glevaz Rebeka e oa Izaak a oa ann den-ze a zeue war he arbenn, e taolaz he goel dreist he fenn, gant azaouez ha modesti. Skouer dudiuz d’ar merc’hed iaouank, pa en em ga-