Ra choumo ar plac’h da vihana dek devez gan-e-omp , ha goude-ze ez ai kuit.
56. Na glaskit ket, eme-z-han, ma derc’hel pelloc’h, rak Doue en deuz ma bleniet hed va beach ; list ac’hanoun evit ma’z inn raktal e-trezek va mestr.
57. Hag e leverjont : galvomp ar plac’h iaouank, ha goulennomp he menoz war gement-ze.
58. He gervel a rejont, hag o veza deuet, e leverjont d’ezhi : Ha kountant oud-te da vont gand ann den-ma ? Hag hi a respontaz : Mont a rinn.
59. He lezel a rejont eta da vont kuit, ha gant-hi he magerez, servicher Abraham, hag ann dud a oa d’he heul,
60. Enn eur zouheti pep seurt mad d’ho c’hoar, hag enn eur lavarout : Hor c’hoar oud, ra greski e mil ha mil rumm dud, ra zalc’ho da lignez ar vam war zoriou he enebourien.
61. Rebeka eta hag he merc’hed, pignet war ganvaled, a heulie ar goaz, pehini en em haste da zistrei da gavout he vestr.
62. Hogen d’ann amzer-ze, Izaak a zeuaz da vale war ann hent a gas d’ar punz, hanvet punz ann hini a zo beo hag a wel ; rak o choum edo e douar ar c’hresteiz. (Da lavarout eo, e douar Bersabé, el leach ma en em ziskouezaz ann eal da Agar.)
63. Deuet e oa, war ar meaz, da ober he beden-a-galoun, d’ann abardaez ; hag o veza savet he benn da zellout, e welaz euz a bell kanvaled o tont.
64. Rebeka euz he c’hostez, o veza merzet Izaak, a ziskennaz divar he c’hanval.
65. Hag a lavaraz d’ar zervicher : Piou eo ann den-hont a zeu dre ar mesiou war hon arbenn ? Hag hen a