Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170
HISTORIOU SANTEL.


31. Hoghen eunn avel o sevel euz a berz ann Aotrou a zavaz koailled euz ann tuall d’ar mor, ho digasaz d’ar gouelec’h, hag ho zaolaz ebarz er c’hamp, ha tro var dro d’ar c’hamp, a hed eunn devez kerzed, hag e nijent enn ear daou ilinad hep ken euz ann douar.

32. Ar bobl eta var droad hed ann deiz-se, epad ann noz hag ann deiz varlec’h, a zastumaz kement a goailled, ma en doa dek muzuliad ann hini en doa ann nebeuta, hag ho lekejont da zec’ha tro var dro d’ar c’hamp.

33. Edo c’hoaz ar c’hik etre ho dent, ha n’ho doa ket achuet da zibri ar boed-se, ma tanflammaz buaneghez ann Aotrou enep ar bobl, hag e skoaz anezhan gant eur gouli braz meurbed.

34. Hag al leac’h-se a oe galvet Beziou ar c’hoantidighez ; rak eno e oe besiet ar bobl en devoa c’hoantaet kaout kik da zibri. hag o kuitaat Besiou ar c’hoantidighez, e teujont da Haseroth, hag e chomjont eno.


————


SKLERIDIGHEZ.


Beachou ar bobl a Israël ebarz er gouelec’h, o vont var zu ar vro gaer prometet d’ezho, a zo eur skeuden anat euz a vuez ar c’hristen var ann douar. Ar bed-ma ne d-eo ket hor guir vro ; evit ann env omp bet krouet, hag eno e renkomp arruout, mar fell d’eomp beza eüruz evid mad. Diouallomp da ober evel ann Israelited, pe erc’hiz-se na arruimp ket enn hor bro. Tri devez kerzed ho laka dija d’en em glemm ha da chomm da ouela hed ann hent, hag eunn tan burzuduz a zev ar sklerijen-ze, ha ne velint bikenn ann douar santel. Evit mont d’ann env, e renkeur kaout mui a galoun evit-se ; arabad eo sellet var lerc’h, mes araog ato ; rag eme hor Zalver,