Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —


goude ar goaperez-ze ? Evidon-me n’her c’hredan ket.

ANTON

Gra kaeroc’h... Kerz d’hor flatra d’an Tonton, duze d’ar vered ; gwelet a ri ha silaouet e vezi ganta....

Etre daou, ar pez zo great a jomo great, ha kaer e peffe gina pe en em glem ouz an dud, al leve a zo d’eomp-ni hon daou, Olier ha me.

OLIER

A ! pebez tortat a raimp, hein, breur !

JULIAN

Me am beffe mez o tigeri va ginou da lavaret traou evelse, ama.

MORIS

Takebie, Julian : me zo koz dija, emichans, hag hen toui a c’hellan, morse n’am euz klevet komzou ken divergount ; eur vez eo ! eur vez eo !

ANTON

Ne ket awoalc’h klevet radoterez... Araok pep tra, eo red en em gaout gant an testamant... Jermen, daoust a na ve ket lakeat aze e diabarz ar c’hrouf ? Koulz eo d’eomp kommans dre aze !

JERMEN {en eur ober eul lam evil difen ar c’hrouf).

Na dit ket pelloc’h, m’ar plij... Den ebet na c’hell touch ouz ar c’hrouf-ma, rag siellet eo, evel m’her gwelit oc’h unan, ha me a zo karget d’hen divoal nemet ar barner a ve var al leac’h.

OLIER

Pebez ger dichek aberz ar marmouz-ze !

ANTON

Mar d’eo red kaout ar barner, n’hon devezo ket