Mont d’an endalc’had

Pajenn:Helies Heritourien Biel al Liardou.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
PEVARE DIVIZ
Moris

Ac’hanta, amezek, penaoz e za ar bed ganez, abaoue an taol domino hon euz great disul tremenet ?

Biel

Ne da ket re fall an oll, a drugare Doue, Moris… Kemer ar gador a zo aze ha tosta ama da ober eur frapad marvaillad ; ne peuz ket a brez-labour, a gredan ?

Moris (en eur azeza)

Takebie, me gav tenval da ben, mantruz, Biel paour ; n’en em gavez ket var da du pe betra ?

Biel

Evit klanv n’oun ket, a drugare Doue, ha zoken, hen lavaret a c’hellan d’id, biskoaz n’am euz kavet c’hoekoc’h va zamik boued eget brema ; mez setu ama petra zo : eun dra a zo deut da zigompeza va spered hag e zan d’her c’hounta d’id, gant ma taoli evez d’hen rikla da zen ebet.

Moris

Bez dinec’h en eur gounta d’in da enkrez ; beteg hirio, hen gouzout a rez, n’oun ket bet lakeat e mesk ar ridellou toul.

Biel

Var dri niz am euz, hag a anavezes mad, e zeuz daou, Anton hag Olier, hag a garien dreist ho breur kossa, dre ma kave din ho devoa evidon eur garantez leal ; setu perak brema e zeuz tri bloaz am euz great eun testamant evit lezel gantho va oll liardou, goude ar fin ac’hanon… An testamant zo bet lakeat etre daouarn ar barner Valentin… Na lavar grik da zen ebet var gement-ma, neketa, Moris ?