Da genta, e c’houlennan amzer da ober va sonj (Mont a ra kuit).
Bez disousi, ni a vezo anaoudek en da genver.
Kenavo, Jermenik, kenavo, va mignoun !…
(Anton hag Olier en em laka da c’hoarzin… ha, ha, ha.)
Ac’hanta, breur, petra e peuz-te da lavaret ? N’eo ket founuz ar bourren e m’aoun o paouez tenna ?
Eur pabor out, evel ma n’euz ket kalz var an douar, ha mil boan em boa o viret da zirol pa edoz oc’h ober da louarn gant Jermen.
Kredi a c’hellez n’eo ket euz ar re fina, hag abalamour da ze oun deut a ben d’her gounid buan awoalc’h.
Hag eur vech gounezet hennez, n’euz mui riskl ebet evidomp, emichans ?
Nan, riskl ebet… Kompren-ta, aben daou zervez setu ni pinvidikeat gant liardou hon Tonton Biel !
Ezom ebet mui d’en em skuiza o labourat !