d’eomp, dre ma zeo bet re frank hor ginou dirazan, hag, her gouzout a rez, hennez a vo braz he c’halloud dirak ar barner.
Petra da ober, neuze ?
Me a ve aviz e prometfemp dezan eun dra benag guest da ober plijadur d’he galoun !
Ha me ive ! Double barriken, n’euz ket a riskl evit prometti eur ialc’had are’hant : goudeze ni a daillo d’ezan.
Dao deï neuze !… Mont a ran d’hen gervel ; mez da c’hortoz, kemer da vouchouer ha gra an neuz da zec’ha bep an amzer da zaelou. Goudeze me en em gargo euz ar rest… Prest out ?
Ia ; pa gari e c’halvi Jermen…
Jermen… Jermenik, e peleac’h e maout-ta ?
Ama e maoun, o skuba ar porz-kloz.
Ne dal ket ar boan eu em skuiza evel ma rez ; deuz ama da varvaillat ganeomp-ni eur pennadik.
Petra zo nevez ganeoc’h, Anton ?