Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/25

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
KESTEL I.

« Neoah er polpegan e gri a bouiz é ben.
« Ag en don a hé groh, é vam doh hi goulen,
« Er hleu hag e za bean ged mab er vinourez,
« En dakor d’é gaih vam, e rid herrus ér mez
« Hag én don ag er hoed hum den ged hé bihan.

Neoah é vadailler é tal er goahad tan,
Ar ol er hegélieu er hoerh e vihana
Er gourhedeu zou karg ha kreiz noz e dosta.
Eid larèt er beden, é her ar en deublin
Ha peb unan e gousk bet en trenoz vitin.
Elsen el labourer ne chom jamez de boez,
Nag en dé, nag én noz, nag én ti, nag ér mez.

Kenteh èl mé huéler er gouian é pelat,
En amzer é tigor, nerh en heol é kriwat,
En tuemder é taiein er sklaz ag el leneu
Hag en earh é tistag a zoh er manéieu
É kuiter bean en ti eid monèt t’en doareg
Mal é distonn er park ha digor en havreg.

Ma ne hues chet hadet hou kerh kent er gouian,
(Rak a p’en da de vat haneh vou er guèlan,)
Ahoël ne lausket ket te dremen miz guenver
Eid mé vou kalonek, mé holei tiw el ler.
Mar gortet miz huehvrer, é vehèt dehuehat
Hui hou pou plouz marse, mez n’hoa pou ket grein mat,