Amañ da blanedenn, mechañs, a zo skrivet
Kouls hag hini da c’hoar…
(Daoulina a ra, ar guchen etre he daouarn hag
he daoulagad zavet wav-zu ann Nenv :)
M’ho ped, heol ha stered,
Te, loar, c’houi holl priñsed spountuz ann islouñkou,
Diredit d’am zikour gand ho sklerijennou…!
Trifina, Rouanez du-hoñt e Breiz-Izel,
A-benn tri miz, pe dost, a c’hano eur bugel…
Pe eur paotr, pe eur plac’h e vo ar bugel-ze…?
Kervoura a c’houlenn ho ker war gement-se…!
(Klevet e reer tarzou kurun, ha luc’hed a splann war
ann teatr : Adre goeliou ann teatr, eur vouez a lavar
gorrek hag huel :)
Eur paotr, eur paotr, eur paotr !
Ha te glev, Kervoura !
Kaër eo da blaneden !… Kea da Vro-Zaoz brema
Buana ma c’helli, ha lar d’Abacaruz
Ac’h euz kavet louzou oc’h he lornez heuzuz…
Hag e fell d’id, dre-ze, dimizi gand he verc’h
Ha kaout he gurunen hag he drôn war he lerc’h…
Me a ia d’am zi-plouz !… Te, ne dorr ket da c’her…!
Sperejou ann ifern ho deuz divreac’h pounner !!!
Kenavo d’e-hoc’h, mamm goz ! Evit ho paeamant,
Chetu eur ialc’had barr a aour hag a arc’hañt
Mar kasan-me da benn, eunn deiz, va c’hefridi
Ho pezo eur palez e-leac’h eul lojenn-bri
Ha mevel ha matez d’ho servichi d’alc’h-mad
Ha da ginniga d’e-hoc’h kemend a vo d’ho krad…!
Kenavo, ha diwall da veza lezirek
Amzer a dal arc’hant !…
Oh, ne viñ tamm diek
Hag hep dale e viñ e-tal Abacaruz…
Hast, va mabik ha d’id eunn distro evuruz…!
(Ar zorserez a ia kuit, gorrek.)