Me da c’hoar, Kervoura…? Digor frañk da lagad
Hag evor eunn tammik… O tra amzeread
Ann heol hag ar stered, ar mor-braz hag al loar
A zent, pa c’hourdrouzañ… Enn Neñv, war ann douar,
Netra na stourm ouz-iñ, hag e fell d’id petra…?
E venn heñvel ouz-id…? Follet oud, Kervoura…!
Ho tigarez, mar plij !… Va zad a oa Roue…
Va breur-kaër, evel-t-hañ, ha va c’hoarig ive,
A bleg d’he lezennou eur bobl kreñv ha nerzuz…
Ie da…? Galloudek int evel Abacaruz
Roue Bro-zaoz…? N’int ket!… Ha koulskoude, hen-nez,
Pell amzer zo, krignet e beo gand al lornez,
P’am bezo c’hoant awalc’h, a vezo pareet,
Hag he verc’h a vezo, pa gariñ, dimezet
Gand ar priñs am bezo d’ezañ roet va ger…
Hag e c’hoañtaez c’hoaz stourm ouz’iñ, preñv dister…?
Paourik keaz Kervoura, priñs flak ha digalon,
Trelatet az oud krenn…! Zell ouziñ, va mignon !!!
P’az pezo bevet c’hoaz eunn nebeud bloaveziou,
Marteze e klevi eunn tamm well va c’homziou…!
Awalc’h evit feteiz… Me a zistro d’ar ger,
Keuz braz d’iñ da veza gan-id kollet amzer…!
Paourik priñs Kervoura !!! Te a vije laouen
O teski ann doare da c’hounid kurunen
Ar paour Abacarus, hag he verc’h war eunn dro…
Divezatoc’h, va mab…! Da c’hortoz, kenavo !
Me a ia d’am zi-plouz… Kenavo Kervoura…
Evid-oud, va map keaz, ne c’hellañ-me netra…!
Oh ! n’am dilezit ket enn hevelep enkrez :
Kemerit em c’heñver truez ha madelez…
Da c’hounid ho krad vad, ha da gaout ho sikour,
Petra eo red ober… Arc’hant am euz hag aour
D’ho paea a zoare… Truez, truez ouz-iñ !
Da gomziou, Kervoura, a ra plijadur d’iñ…
Ha marteze, emberr, e c’helliñ da zikour
Mes diez kaer, va mab, hag hirr eo al labour
E fell d’id e raffeñn evid-oud, en deiz-ma…
Esaomp koulkoude, ha selaou mad brema !..
Netra na c’harz ouz-iñ, mabik, war an douar…
Me a oar lenn enn heol, er stered hag el loar