Bremañ, choum peoc’h, va den, pe gwaz aze d’az kein,
Rak da vaz, e welañ, ne d’eo ket e koat brein,
Ha ma na vez ket fur ha sioul evel eunn oann,
Fest da vaz, m’hen tou d’id, eo az pezo d’az koan !
Dre gerniel Satanas, impalaer ann ifern,
Ez an d’ober stripou, Rollik, gand da eskern !
(Sailla a ra war Roll : He-man a glask kemer ann enkloch da rei lamm d’he enebour. Kervoura a zeu neuze da zikour Roll hag ho daou e diskarjont Flamm d’ann douar a stok e gorn, ha, gand eur gordenn e stakchont d’hezan he dreid hag he zaouarn)
Na stripou, na netra na ri-te, boed ar groug !
Lak evez da choum fur, pe me war da c’houzoug
A dremeno, dispount, eur pennadik kordenn…
Ha, ne vezo ket hirr, m’hen tou, ann abadenn…!
Eur sachadenn, pe diou, great e stum deread,
Hag ec’h i da welet Lusifer-goz, da dad…
Mar plij ann dra-ze d’e-hoc’h, e vezo great ar stal,
Aotrou, ha Flamm-he-Beul, ma fell d’hezañ krial
Ne raï, er bed-mañ ken neb kriadenn e-bed…
Hel lezel e buez a gavañ a zo red…!
Ac’hendall, selaouit ! Chetu va gourc’hemenn !
Ho taou ez oc’h daou laër ha, mechañs, ho krec’henn
Na gafchent d’ho frena, e foariou Breiz-Izel,
Eunn den diot awalc’h, diskiant ha diboell…!
N’euz fors ! Ezomm am euz daou vevel a skiant,
Ha, kaer klask am befe, ne gaffenn ket, war gant,
Daou all heñvel ouz-oc’h… Me ho kopra ho taou…!
It da brena dillad, ha list pill, truillou, laou…!
Petra e vo ho karg…? Emberr, c’houi he gwezo,
Mes zenti, hep krosmol, paotred, c’houi a rañko…
Piou ouñ-me…? Selaouit! Me a zo Kervoura.
Breur-kaër Arzul-ar-Meur, breur henañ Trifina,
Rouanez Breiz-Izel…!
Pebez eur-vad..!