Peurvuia, botou toull ha dillad druillennek
A dalv da wiska treid ha korf eur genaouek…
Mes, te zo bet er skol, war va zoñj, pell amzer !…
Bet er skol, aotrou keaz..? Ne gaffchec’h, em c’harter,
Neb skol war dek leo dro… Ha c’hoaz ar skoliou-ze
Ne d’iñt pleustret nemet gand ann dud a zoare…
Ar beorien, evel-d-ouñ, evit gounid ho boed,
Kouls eo laret, adal ma veont dizounet,
A rañk labourat stard, ha n’ho deuz neb kentel
Nemet kentel ann heol, ann erc’h hag ann avel,
Kentel ar c’hoad, ar mor, al loar hag ar stered,
Kentel mouez ar c’hleier ha richan ann evned…
Ar gentel-ze, avad, a dalv kalz a re-all…!
Biskoaz, bete vremañ, ne gleviz kemend-all !!!
Piou a reer ac’hanoud, ha peleac’h oud ganet…?
Piou a reer ac’hanouñ…? Ma feiz, n’ouffenn laret !!!
A-wechou e soñj d’iñ n’am euz bet tad na mamm
Du e oant, gwenn, melen, ruz, bihan, braz, tort, kamm ?
N’oun doare, aotrou keaz !… Peleac’h ouñ-me ganet…?
Tost d’eur gearik vihan, ha koulskoude brudet,
Enn Eskopti Treger, hanvet ar Roc’h-Derrien.
Bro ann doerien-glaz hag ar billaouerien…?
Emoc’h gant’hi, Aotrou… Eno e vev ive
Eur c’hivijer bennag… Holl int tud a zoare !
Mar d’int heñvel ouz-id…
C’houi a gred, ma ine,
Ez eo ann holl Roc’hiz, ken Iann hag ez-ouñ-me…?
Ann distera Roc’had a zo luban awalc’h
Da gemer, e godell eunn dichentil, he ialc’h,