Mont d’an endalc’had

Pajenn:Gwennou - Santez Trifina.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18

Evid eur gurunen, kemend am euz da goll,
Stripou, korf hag ine, m’ho ro da Lusifer…!
Roue a oa va zad, roue eo va breur-kaër :
Roue e viñ, m'hen tou, ha ne vezo ket pell,
Enn Iberni, er Skos, pe c’hoaz e Breiz-Izel…!
Gwaz ha malloz d’ann neb a glasko harz ouz-iñ…
Netra n'am spourono, den e-bed na zoujiñ…
Roue ha kurunet evel ma oa va zad,
Evel Arzul a Vreiz, chetu aze ar stad
E fell d’iñ-me gounid, ha koustet pe gousto…
Tad ha mamm, breur ha c’hoar, faë a rañ anez’ho…!
Roue ha kurunet !!! Dalc’h soñj mad, Kervoura !
Ma kac’h da varc’h ouz-id [1] az po kollet peb tra…!
Koll peb tra…? Ne riñ ket ! Chetu o trei em penn,
Enn eunn taol hag evel dre vurzud eur froudenn…
Mar d’eo Iann he lost hirr [2] eo he c’huzul d’iñ-me,
Foeltr fors e-bed na rañ ! Enklaskomp heb dale
Pe fall ez eo, pe vad… Gliz difounn a-wechou
A ve treac’h d’ann heol tomm hag a dorr he vannou…!

(Choum a ra eur pennadik da sonjal.)


  Tosta ouziñ, va floc’h, va mignon Gar-Orjal…
Aba ma oan bugel, te a zo d’in feal,
Hag, evit da digoll, me am meuz da laket
Er renk kenta e-touez va gwella mignoned…
Eur c’huzul mad am euz ezomm, er mare-mañ,
Ha te her roïo d’in a zoare, a gredañ…

Gar-Orjal, o tostât, gorrek ha disfiziuz

  Ma mestr, evel gwechall, me a boanio dalc’h-mad,
D’ober, e peb mare, peb tra hervez ho krad…
Livirit d’iñ ho poan ha, mar be em galloud,
Emberr, n’ho pezo ken nag enkrez nag hirvoud…
Ann dudou-koz, Aotro, daoust m'az int diwiziek
Ha divalo da gomz evel ezen gornek,
A zo goest aliez, da ziluia kudenn
Tudou iaouank, kollet gant'ho penn ho neudenn !

Kervoura

  M’her goar mad, Gar-Orjal, te a zo eur mevel
Boaz da gomz, pa ve red, ha kouls boaz da devel…
Enn-oud am euz fiziañs, pell amzer zo, va den,
Hag enn da garante stard e choum va c’hredenn.
Hogen, ar pez am euz da laret d’id hirio,
Tou d'iñ, den nemed-oud, birviken, n’heñ klevo,
Den, rak anez e vimp hon daou karget a vez…

  1. « Ma kac’h da vac’h ouz-id », da lavaret eo « ma na zeuez ket a benn da gas
    da c’hoant da vad, ma teu ann dro da fall gan-id ! »
  2. « Iann he lost hirr. » Unan euz a lez-hanoïou an diaoul.