4° Arzul a Trifina, dorn ouz dorn, gwisket gant’he ho
aournamantchou a roue, ha kurunennet ho daou. Ar
Roue a zeu dre ann tu deou ha Trifina dre ann tu
kleiz, hag Arzul eman gant’han he zorn deou war
arzorn he gleze.
5° Marc’heien, kever-e-kever.
E-keit-se, ar bobl en em renk, ar c’hleier hag ann
trompillou a zalc’h da zeni, hag Arzul, bepred dorn
ouz dorn gand Trifina, a bign d’ann trôn. Ar rouanez
a azez war he c’hador hag Arzul a choum enn he za.
Dirag ann trôn, paotr ar baniel hag ar pevar floc’h,
daou a daou a bep tu dez'han.
An drompillerien a-zeou hag ar varc’heien a gleiz,
dirag ar bobl.
Arzul, gand he zorn deou, a ziskwez d’ar bobl tevel,
hag, ann holl o veza didrouz, a lavar a vouez huel,
ha gand eun tammik taliou, e gallek : « affection »
Me, Arzul, Roue Breiz ha Roue Iberni,
Dre c’hras krouer ar bed, ho mestr ha ma hini,
Me ho salud, va fopl, hirio a greiz kalon,
Rag ouz-hoc’h holl am euz eur garante wirion !
Mar plij gand ar mestr braz, selaou va fedennou,
E skuillo war-n-hoc’h holl he wella bennoziou,
E roïo d’hor bro Breiz peoc’h, enor, eüruzted,
Hag a skigno he brud muioc’h mui dre ar bed…
Chetu va brasa c'hoant ha va c’henta mennad…!
Bevet Arzul-ar-Meur !
Trugare, va zud vad,
Trugare, c’hoaz eur wech ! Laouen eo va c’halon
O veza enn ho touez, va Bretoned gwirion !
Me oar, pell amzer zo, pegen braz karante
Oc’h euz bet a-viskoaz e keñver ho Roue,
Pegen douget oc’h holl da zifenn gwiriou Breiz,
Pe galon virvidik a lamm c’hoaz enn ho kreiz…
Chetu perag ouñ deut, e deiz-mañ, d’ho kwelet
Ha da ziskouez d’e-hoc’h holl Trifina, va fried…
Hou-mañ a zo eur verc’h da Roue Iberni