E red em gwazied gwad ruz Arzul-ar-Meur !
Gand grad vad va Roue ha va mamm, me, Tremeur,
Me, priñs a Vreiz-Izel hag ho niz, Kervoura,
Ho kalv d’en em ganna ! Dir enn avel eta…!
(Tremeur a denn he gleze. hag a fich e veg var ann
douar.)
Truez am euz ouz-id, paourik keaz priñs dister !
En em ganna ganid… ? Mez e ve hen ober !!!
Red e vo d’iñ eta rei d’eoc’h c’hoaz eur fasad…?
Dour louz a red, mechans, enn ho korf e leac’h gwad…?
(Rei a ra eur fasad all da Gervoura.)
(Ann holl a slak adarre gand ho daouarn.)
Malloz ruz ! deuz eta ha difenn mad da ler !
Va gwir ha va Doue eo va daou difenner…!
(C’hoari a reont. A-benn eur pennadik Kervoura a
gouez d’ann douar a-hed he gorf, o krial :)
Aïaou ! Gred eo gan-en…! Mez am euz o vervel
O soñjal oun lazet gant dornik eur bugel…!
Ann dorn-ze, Kervoura, a oa ar Gwir gant’hañ,
Hag ann Holl-c’halloudek a nerzaz anezhañ…!
Gwir sklear m’hen gwel, siouaz !!! Choum em c’hichen, Tremeur,
Tostaït, Trifina, ha c’houi Arzul, va breur !
(Ann daou-man a dosta)
C’hoant am euz, kent mervel, evit gounid pardon
Barner ar Varnerien, da vout, eur veach gwirion…!
Chelaouit gand evez va c’homziou diveza,
Ha kemerit truez oc’h ar paour Kervoura…!
C’hoant am euz da zevel, ha, siouaz. n’hellanñ ket…!
Va likit eur pennad em c’hoazez, me bo ped…!
(Arzul ha Tremeur a zikour Kervoura da azeza war eur
gador.)