N’ouzouñ petra soñjal diwar benn ann den ze…!
Piou a reer ane-z-hañ…? Ha perag, er giz-se,
A lavar e teuje d’am zikour em poaniou…?
Ha galloud a rañ-me flziout enn he gomziou.
Ar martolod, pa wel digor ann islounkou,
Da stourm ouz ann amzer rust ha kounnaret kren,
Na zispriz na bagig, na tamm gwern, na plankenn…
Ouz ar martolod-se, ne d’ouñ-me ket heñvel…?
Ken reuzeudik m’az ouñ, me a garje mervel ?
War he daoulin
O Doue, va c’hrouer, c’houi ken madelezuz
E keñver al loen gouez, ha ken karantezuz
E kenver peb unan euz ho krouadurien
Distroït diwar-n-ouñ eunn heveleb anken… !
Den, heb stourm, ne ve treac’h …! Stourm eta…!
Doue mad,
Me a stourmo, heb klemm, keit ha ma vo d’ho krad !
Ha kennerzet e viñ, e-kreiz va holl boaniou
O klask enn-he zikour da c’hounid ann Nenvou !…
Koulskoude e karjenn gwelet c’hoaz va fried…?
Perag, o ma Doue, diouz-iñ eo pellaet ?
M’heñ kare koulskoude gand holl nerz va c’halon,
Ha bepred ez ouñ bet pried fur ha gwirion…!
Ha va breur Kervoura, m’heñ kare stard ive…
N’heñ gwelañ kennebeud ! Perag, o ma Doue…?
Mab Doue, Trifina, da c’hounid d’e-oc’h ar gloar
Adalek Bethleem bete menez Kalvar,
Hen deuz gouzañvet poan hag eur verzerenti
Kañt mil gwech spountusoc’h eget n’eo oc’h hini…
Hag heñ ne glemme ket !
Ha me, diwar vremañ
Ne riñ tamm klemm e-bed, va Doue, mar gallañ…!
Da vihana, torrit, kent pell, va chadennou !!!
Choumit e peoc’h ma merc’h, hag enn ho pedennou,
Goulennit nerz awalc’h da vont beteg ar penn…!