Penaoz heñ gweziñ-me…?
O terc’hel da lakat ho fisiañs e Doue,
O terc’hel da veza dalc’h-mad war hoc’h evez
O c’hervel tud ho Lez da glevet ar prosez
Etre ar Rouanez hag hi breur Kervoura…!
Doan am euz, ma mignon, ne dalvese netra
Diskleria ken huel ha dirag ar bed holl
Va foan ha va glac’har…!
N’hoc’h euz netra da goll !
A c’hendall, pa fell d’e-hoc’h gouzout ar wirione
E rañkit klask ann tu d’hi c’havout a-zoare…
Dastumit, va Roue, e zal-vraz ho palez
Kement hen deuz eur reñk pe eur garg enn ho Lez
Da zougen barn leal er strif a zo zavet
Etre priñs Iberni hag he c’hoar, ho pried…!
Trifina na gavo test e-bed, ma mignon,
Enn hi c’heñver… !
Doue a zo eunn test gwirion
Hag a wezo erfad, pa vezo deut he heur,
Sklerijenni awalc’h spered Arzul-ar-Meur
Ha rei d’ar varnerien galloud da ziluia
Eunn hevelep prosez e doare ar gwella…!
Hag ouspen : Trifina a gavo marteze,
Pa zoñjo nebeuta, testou enn he c’hoste…!
Doue, pa blij gant’han, a c’hell dre eur burzud
Gervel ar re zo pell, rei ar gomz d’ar re vud…!
Ra vezo great peb tra hervez ma c’houlennez…!
Peur, siouaz, e c’helliñ gouzoud ar wirionez…?
Trugare ! va mignon ! Holl duchentil va lez
A vo galvet varc’hoaz e zall-vraz ar Palez…!
Da c’hortoz, e fell-diñ ober eur gouskadenn…
Gwall skuiz en em gavañ… stourm pelloc’h na ouffen !!!
Doue r’ho kendalc’ho e iec’hed, va Roue,
Ha ra zisklerio d’e-hoc’h he c’hoant, eun eunn huvre !