Hag en em werzet oc’h da Lucifer, Aotrou…?
Pep tra a zeu gan-e-hoc’h krenn hervez ho c’hoantchou…!
Evit gwir, Gar-Orjal, klemm e ve amzéré…!
N’am euz nemet gortoz da welet ann doare…!
Ne choumfit ket e poan gwall bell… Chetu a-hont
Eun den am boa kaset da Ger-ahez o tont…
Kelou mad, a gredañ, a roio d’heoc’h, Aotrou…!
Sellit-hañ, Gand ar c’hoarz eo digor he c’henou !!!
Ac’hañta, ma mignon, penaoz eo bet ann dro…?
Brao, brao dispar, Aotrou…! Enn eur penn hent distro
E kafchomp, ma mignon ha me, ann dimezell…
Den war hon zro… kaéroc’h, ann tier a oa pell…
Oh ! ne badaz ket hir, m’hen tou, ann abadenn…!
Em godell e kaviz eur pennadik kordenn,
Hag enn-hi gand evez e riz eur skoulm-bagad…
Buan e tostajomp, me ha ma c’hamarad,
Hag enn eunn taol, krik, krak ! gouzoug ar baourezik
E oé kelc’het gan-eomp e skoulm ar gordennik…
Diou sachadenn heb-ken, Aotrou, war va lavar,
Ha chetu ar plac’hik keaz o koueza d’ann douar,
Mouget ha maro mik, heb kriadenn e-bed…!
Mes war hi dremmik flour ar spount a oa pintet…
O Doue, Aotrou keaz, gand pe seurt daoulagad
E sellé-hi ouz-omp…! Skorna a ra va gwad
Pa zonjañ c’hoaz en ze !!! Ne garfenn ket, m’hen tou,
Adober kemend-all, ha p’am béfé madou