Hoc’h holl gourc’hemennou
Aotrou keaz, a vezo dalc’h-mad va lezennou…
Pa blijo d’e-hoc’h eta, me a vo martolod,
Eur martolod gwelloc’h evit Flamm « he Gof-iod » !
Ma ine, me zo bet dre vor e Landreger,
Eunn deiz, m’hel lavar d’e-hoc’h, e oa fall ann amzer
Ha tamm doan n’am euz bet…! Me a lar, ann dour zall
Ne gavañ ket, Aotrou, é vé bet biskoaz fall…
Ar gwin koz, ar jistr mad a zo gwell koulskoude…
Mes ann holl a viskoaz a anaf kement-se !
Me zo Roc’had, Aotrou. hag eur Roc’had, mechañs
A zo mad da bep tra…! Enn-oun bezit fisiañs…!
Mad, mad, Roll-ar-Bourdou…! E taol-mañ, va faotr ker,
E rañki mont pelloc’h eunn tamm ’vit Landreger…?
Bete peleac’h, Aotrou…? Da Vode da Vriad,
Da Dour-Hern…?
Pelloc’h c’hoaz, eur pennadik, m’oarvad…!
Rede vo d’id, Roc’had, mont beteg Iberni…!
Ar vro-ze, Aotrou keaz, e peleac’h ema-hi…?
Ma ine, m’am euz c’hoaz, ’baoue m’az oun o ren,
Klevet hano eur vro leshanvet evel-hen…
Iberni ! Iberni!!! Petra eo ann dra-ze…?
Am godisa, mechañs, a rit…? N’eo ket brao ze…!
Ugent devez, pe dost, a zo red da vont di,
Pa ve mad ann avel…?
Iberni, Iberni…
Pe foeltr bro eo hou-nez…?
Chetu Roll ar Roc’had,
Dam dost d’ar ger gant’hañ, eur wech, paked ar c’had…
Mez a dlejez kaout, p’az oud ken genaouek,
Oc’h ober neuz da vout eur pabor ken gwiziek…!