War nez da veza mamm, hag e tlé he bugel
Doñt abenn eunn tri deiz, pe war-dro, da c’henel…
Klevet hoc’h euz erfad diwar-benn kement-se
Va gourc’hemennou striz… Chetu…! Ar bugel-ze,
Ar Rouanez, va c’hoar, ne dlé ket hen gwelet,
Ha c’houi en kemero, adal ma vo ganet
Hag e kaso, e kuz, d’al leac’h am bo merket…
Birviken ne rafenn eunn hevelep torfed…!
Diframma eur bugel, eur c’hrouadur dister
Digand he vamm, Aotrou…! O Doue, va C’hrouer…
Nann, nann ! Ne riññ ket se !!!
Pa zeñti, pe vervel !
Ze na zell tamm ouz-hoc’h !!! A c’hendall, ar bugel,
Ne fell ket d’iñ, mechañs, ober nep poan d’hezan…
C’houi hen mago erfad ha, pa vo red paeañ,
Bezañ zeñtet ouz-iñ e doare deread
E vezo, magerez, heb mar e-bed, d’ho krad…!
Kervoura ne d’eo ket ur priñs krafer ha paour ;
Nebeud a stad a ra euz ann arc’hañt, ann aour,
Ha neb hen servich mad a gav digoll bepred…
Grit ho soñj, magerez…!
Klaskit eunn all, m’ho ped !
N’hellañ ket, Aotrou keaz, zeñti ouz hoc’h urzou
Anez tenna war-n-oun kounnar Mestr ann Neñvou…!
Gar-Orjal, kea rak-tall da di ar vaouez-mañ
Ha digaz heb dale he c’hrouadur amañ !
Pa ne fell ket d’hezi zeñti a galon vad,
Ember ni a glasko eur c’hiz-all deread
D’ober d’hezi plega, da lakat enn he fenn
Ne dalv kammed netra stourm ouz va gourc’hemenn…!
Ma bugel…? Da betra ez it d’hen klask, Aotrou…?
D’hel laza dira-z-oud, d’hen troc’ha a dammou
D’her rei, goude, d’ar c’has ha d’ar moc’h da zibri !!!
Plijadur a raï d’iñ gwelet eur seurt c’hoari…!
Truez ouz-iñ, Aotrou ! Penn-follet e oann krenn,
Ha ne wienn, mechans, petra a lavarenn !!!