Daonet, Flammik Penn-Baz, p’az kwelañ er stad-ze,
Ne d’eo ket heb abek…! Ar gwin, evit doare,
Nag ar zistr ken nebeud, ha pa veñt farlotet,
Na reont droug e-bed nemet pa vent evet,
Evel gan-id, mab kagn, a re vraz kofadou…
Dal, ne c’hellez mui ken choum zounn war da ellou…
(Flamm a c’hej muioc’h-mui)
Gwall heja a rez, paotr…! Ann avel koulskoude
A zo hirie dinerz…
Ia, mes ar paour keaz-ze
A zo dinerz ive dirag eur voutaillad…
Eunn ever fall eo Flamm…!
Ha te, mechans, Roc’had,
Eunn ever a-zibab… ?
Marteze, marteze… !
Pa blijo d’e-hoc’h paea, e welimp kement-se…!
Divezatoc’h, paotred !… Da c’hortoz, e Lann-Veur
E vo neventi vraz, hep dale pell nemeur,
Hag e teuañ a berz ar priñs braz Kervoura,
Ho mestr ha va hini…
Ann diaoul d’hen krouga…!
Petra a lerez-te…? Komz freaz ha sklear rak-tal…!
Me… ? Ne larañ netra…!
Ha goude, Gar-Orjal…?
P’az oc’h deut d’hor c’haout dre urzou Kervoura,
Petra e fell d’hezañ…? Lirit buan… Petra…?
Gourc’hemenn a ra d’e-hoc’h, (teurvezit va selaou !)
Choum war evez, diwall d’en em vezvi ho taou,
Beza prest da zenti, adalek m’ho kalvo,
Noz ha deiz, ha n’euz fors petra a c’houlenno…