vit ma voint enoret gant an oll ; hag an de voint zavet a vo eur gouel braz en Landreger ; hag a vo zavet he relego dirag an Eskob, ar veleien hag an oll dud a deui da welet. An de-se, kement hini a ielo d’enori ar relego-ze a c’honeo seiz vla ha seiz c’hoaraiz induljanz, ha bep bla de ar gouel-ze, eur bla hag eur c’hoaraiz induljanz, hag ar re ielo d’enori ar relego an eiz de warlerc’h a c’honeo eur blavez induljanz. »
Ar c’helo-ze na oe ket pell vit dont beteg Landreger, ha raktal Dom Richard ar Beren, eskob Landreger a reaz kement-se da c’hout da dud he eskopti. Laret a reaz penoz a vije zavet relego ar zant an nao war-n-ugent a viz here 1347, hag an de-se, vel just, a vije eur gouel braz en Landreger. Eleiz a dud a deuaz di an de-se, rag pell a oa a nevoa hast ar Vretoned da welet ar relego zantel-ze ermez ar be. Zavet a oe eta ar min-be ha lemet an douar diwar ar relego, ha kement a vad a rae ze d’an oll ken a ouele an dud gant ar joa, a greiz kalon a ganeint gwerzo hag hymno en enor d’ar zant. Henez a oe pardon kentan Zant Ervoan, ha n’eo ket dre guriozite a oa deut kement a dud ; nan ! an oll belerined a oa deut gant fe ha devosion da ve Zant Ervoan. Eiz de a chomaz ar relego barz an iliz da welet gant an dud, ha kals a viraklo a oe gret enpad an deio-ze, rag bemde oa leun iliz ha kear Landreger gant ar belerined.
Ar brezel a oa c’hoaz d’an amzer-ze en tenn da-vad entre Charles de Blois ha Ian Monfort, med pa glevjont petra oa a neve en Landreger a oe paouezet ar brezel, hag a deujont ive d’ar gouel. Charles de Blois, gret prizonier gant ar