Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —

war he lagad, hag ar vam a iez en pelerinaj da ve ar zant vel ma devoa laret.

Daou dall a oe c’hoaz gwellaet : Theophana, merc’h d’eur paour deuz Prat, hanvet Derien ; ha Petronill, groek Guillaou ar Marek deuz Tregrom.

Even, mab Eudo Donval, deuz Plouneve, a douaz dirag an Iskibien a oa deut da Landreger da glevet penoz a oa tremenet bue Dom Ervoan Heloury, penoz d’an noad a dek vla en em gave eun devez kichen milin menec’h Bear war ar rivier vraz, hag o vean et re dost da rod an dour, ar rod-ze a grogaz en-han hag a jachaz anean dindan an dour. Eur wreg a oa o sellet a westlaz anean da Zant Ervoan, ha raktal a baouezaz ar rod da drei. Tennet a oe ar bugel ahane, med he ben a oa gwel droc’het, hag eul lagad d’ean a oa deut maez he flas. Hadgwestlet a oe c’hoaz d’ar zant, hag a oe laket iac’h war an tol, na vanez nemet merk an troc’h war he dal.

Awejo kouskoude na vije ket roet ho mennad d’an dud dustu-dak, ha neuze a bedeint gant muoc’h a fe c’hoaz, ken a vije roet d’he pez a c’houleint. Bean oa eur verc’h hag a oa aboue eun toulad mijo o c’houlen ar gweled vit he mam a oa dall. Pa welaz na vije ket chilaouet, kaer he devoa pidi ha gortoz, a laraz d’ar zant : « O Zant Ervoan viniget, ober ret kals a viraklo herve lerer, med vel ma welan, na c’houlet ket ma chilaou, ha me pell-zo o pidi anoc’h. » Hag a oa glac’haret o kuitat Landreger med chetu he mam da laret d’ei raktal : « Chilaouet a neuz ar zant ar wej-man, gwelet a ran skler-mad