Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

de ar gouel, ha bep seiz vla a ve gret eur prosision endro d’ar mene zo en kichen, rag dre enon a dremenaz relego ar zant-se pa oaint digaset deuz Hillion, lec’h ma oa marvet, beteg lec’h a man breman be zant Ronan. Dom Ervoan hag ar belerined a oa gant-han a bede aliez hed an hent, ha pa vije achu ar beden, ar zant a lare d’he eur gomz vad benag ; chom a rejont eur pennad d’ober eur diskuiz n’eur c’hroazhent, ha keit a oaint enon a oa ar person o komz d’he deuz aviel an de-se, en keit-se a dremenaz an Otro a Goatpont hag eun denjentil all war varc’h ; an den didoue-man, o klevet ar zant, en em lakaz da c’hoarzin ha d’ober goab diont-he. — « Gwelet a ret, eme Dom Ervoan, an den-ze a dremen aze c’houeet gant an ourgouil, na briz ket chom da chilaou komjo Doue ; mar vije bet aman n’em flas pemp pe c’houec’h plac’h o tansal gant taboulin an diaoul, a vije chomet gant-he ; me garfe ve skoet gant ar c’hlenvet vit ma rei pinijen enpad he vue. » Neubet amzer goude, an den-ze goueaz paralizet.

An Otro Doue na blij ket d’ean a ve goapeet ar re dalc’h he blas war an douar. Goude maro Zant Ervoan a deuaz an den-ze war ve ar zant da c’houlen pardon ha iec’het digant-han, hag a oe gwellaet, hag adaleg neuze a deuaz da vean eur c’hristen mad.

O tistrein deuz Zant-Ronan, Dom Ervoan a dremenaz dre Gemper, hag enon oe pedet da brezek barz an iliz vraz. Prezeg a rae en gwirione vel eur zant, bet a nevoa digant Doue ar pez zo eom vit ober eur zarmoner mad, braz