Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillerm Herrieu - Recueil de Melodies bretonnes.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —



15. Gatha beb a votou ler neve
Braoa daou zen ’zo var vale.

16. Markiz Guerrand a lavare
De gloarek an Amour ell leur neve :

17. — Na dolomp-ni hor porpanc’haou
Deomp da c’hourin var ar gajaou.

18. Salokroaz, c’hui ’zo Markiz er Guerrand
Me n’oun nemed mab eur paysant.

19. — ’Vidoc’h da ve mab eur paysant
C’hui peuz ar choaz ar merc’hed koant.

20. — Gant Doue eo d’in prodestinet
Gant konj’ he zud em euz hi bet.

21. Markiz Guerrand dal ma klevaz
’N eur c’huitel arc’hant a c’huezaz.

22. Trihuec’h mab tud chentil a rekontraz
Gathê beb a glenze tennet e noaz.

23. Kente tol klenze enn euz great
Kloarek an Amour e zo lazet.

24. Annaik Calve ha pa velaz
E penn ar Markiz pront a iaz.

25. E penn ar Markiz a grogaz
Ha tro all leur ganthon a raz.

26. — ’Vidoc’h da ve laët ma c’hloarek
Evidon-me, c’hui na po ket.

27. Annaik Calve a lavare,
D’he mamm er gear pa errue :

28. — Na aozet d’in ma guele eaz
’M c’halon em c’hreiz a zo dieaz.

29. — Ma merc’h re zansal oc’h euz great
Mar d’eo ho kalon dieazet.

30. — Ma mamm re zansal ’m euz ket great
Kloarek an Amour e zo lazet.


Nota-bene. Cette guerz est une version des différentes pièces de kloarek, publiées par M M. de la Vllemarqué, Luzel, et dans le recueil publié par la société des bibliophiles bretons.

————