Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
Ar plac’h yaouank glac’haret.


2

Petra ’zervich d’heï[1] da vut[2] brao ?
Ne ket ’vit dimizi atao, oh !
Ne ket ’vit dimizi atao. —
 

3

— Ma merc’hik paour na ouelit ket
’Benn ar bla-zeu c’hui vo dimeet.

4

— ’Benn ar bla-zeu me ’vo maro,
Me ’vo maro hag enteret.

5

Me vo maro hag enteret :
Lakeet e kornik ar vered,
 

6

Lakeet e kornik ar vered,
Var ma be daou pe dri bouket.

7

Var ma be daou pe dri bouket,
Unanik ru, daou violet.

8

’Vit ma laro an dud yaouank :
« Setu aman eur plac’hik koant,

9

« Setu aman eur plac’hik koant,
« A zo maro e kreiz he c’hoant ».

  1. D’heï pour d’ezhi. = à elle.
  2. Da vut pour beza = être.