— 47 —
DAOUZECVED GUERS.
————
HOR MAM ZANTEL E DEUZ C’HOANT EZ AFEMP
ALIEZ DA GOMMUNIA.
————
Ton : Santez Mari.
Ho mam an iliz santel a garfe ho kuelet
O toslaad e peb ofern ouz an dol benniget
Evit ma teufe frouez sacrifis mab Doue
De veza talvoudecoc’h evit he bugale.
Hogen eur c’hrouadur mad a veler o senti :
A vec’h ma lez gand he vam an amzer d’he bedi :
Un hanter comz, eur zellic, an drem anei hepken
A ra kement varnezan evel un urz zoken.
Eur c’hristen mad, hep gedal gourdrouzou an iliz,
Heb aoun ebed da veza barnet gand ar bediz,
Pa vel ar pez a c’hortoz ar vam-ze digantan,
Her gra evel p’e defe her c’hemennet dezan,
Ma renkfemp beza spontet dre’n escumunugen
Aroc ma claskfemp beva evel guir gristenien
E vemp e giz bugale pere ne zentont tam
Nemet gourdrouzet a vent gand ho zad pe ho mam.
Perag eta, va breudeur, e chom hiniennou
Epad ar bloaz hep tostaat ouz roue an envou ?
Perac ne vev ket an oll o giz an dud santel
A zeskaz lezen Doue e scol an ebestel ?
Ar maro var ho henchou, ar gristenien genta
A rede d’an oferen ha da gommunia ;
Kemend e karent Doue ma poanient da dostaat
bemdez ouz tol benniget ho Zalver hegarad.
Maget ouz an dol zanter o deuz ar verzerien,
Caloneg en ho foaniou, skuizet ho bourrevien,
Souezet an dud hep feiz, frealzet an dud vad
Ha gret christenien nevez, en eur scuilla ho goad
Ar zent o deuz ell clasket ha cavet guir zicour
E sakramand an oter eneb ho enebour ;
|