Dre nerz ho comzou zantel ha bete fin ar bed,
Ar burzud caër a rceac’h evit ho mignonet.
Ne d-eo ket ar vech kenta hoc’h euz, o va Jezus,
Roet d'ho servicherien eur galloud burzuduz :
Aliez dre ho peli o deuz gret burzudou :
Er scritur zacr her c’havomp var galz a follennou.
E leiz a dud a velaz Moysez ho mignon
Oc’h ober meur a vurzud e stadou Pharaon
Evit lakaat ar prinz-ze, spontet oc’h ho guelet
Da leuskel euz an Ægypt ho pobl muia caret.
Guelct a reaz ar prinz dour he rouantelez
Troet e goad dre c’halloud ar profet Moysez ;
Epad seiz devez goude e pep corn he stadou
E lec’h dour goad a rede euz an oll mammennou.
Var gourc’hemen Moysez ar mor ruz a dec’haz,
Etre daou gleun dour zac’het un hent meur a reaz,
Ha goude beza lezet bobl Doue da dremen,
Gant counnar e tiredaz var an enebourien.
Gand he vaz var eur garrec Moysez a scoaz
Ha dour anezi ractal gand her a ziredaz :
Ouspen daou villion den ha calz anevaled
Gand an dour burzuduz-ze a doraz ho zec’hed.
Peger caer e oa guechall guelet ar burzudou
A rea ho ministret dre ho cras, va otrou !
Hogen mil guech eo caeroc’h guelet en oferen
Ar burzud a rit brema dre deod ar veleien.
Guechall ouz ho pugale o deuz buan sentet
An lheol, ar mor, ar rec’hier, ar vosen, ar iec’hed…
Hogen eur burzud a zo dreist ar burzudou-se ;
En ofern ouz ar beleg e sentit, va Doue.
Bemdez da gomz ar beleg e tigor an envou,
E teuit var an oter gand hoc’h oll tenzoriou
Evit roi d’ho pugale ar bara pemdeziec
Hag evit ma vo meulet ho Tad-oll c’halloudec.