An dud divar ar mez, goude beza recevet o sakramanchou
diveza, ispisial ar re a zo pell euz o bourc’h,
a varv, gosig oll, hep kaout den ebet, gouestl d’o asista
pe d’o zikour, en amser ma vent prest da vervel. Rag-se
em euz sonjet ober mad, o lakal el leorik-ma eun
neubeud comsouigou, pe santimanchou mad pere a alfer
æz da lavaret pe da lenn d’an den klan.
Ma Doue, me a fell din mervel evit effasi, dre ma maro ha ma foaniou, an oll bechejou em euz gret epad va buez.
Me a fell din mervel evit ho kloar hag evit diskeuz deoc’h ma c’harantez, dre an dilez euz ma buez.
Me a fell din mervel evit oboisa d’ho kourc’hemen ha d’an arret a varo oc’h euz douget em enep hag enep an oll dud.
Me a fell din mervel evit mont d’ho kuelet, d’ho posedi, d’ho meuli ha d’ho karet eternalamant en ee.
Me a fell din mervel evit ho trugarekat euz hoc’h oll madoberou em andret.
Me a fell din mervel evit n’hoc’h offansin ken, pa n’eller ket beva hep pec’hi.
Me a fell din mervel, ma Jezuz, rag m’oc’h euz prizet mervel oc’h unan, ha mervel dre garantez evidoc’h, pa zoc’h maro dre garantez evidon.
Me a gred ennoc’h, ma Doue, rag ma oc’h ar virionez memez. Me a gred kement a gred an iliz pehini na gred nemet ar virionez. Kreskit c’hoaz ma feiz.
Me a esper ennoc’h, ma Doue, abalamour ma oc’h an drugarez hep muzul. Ma Zalver Jezuz, c’hui na réusot