Pajenn:Grimm - Chemener bihan.djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ




AR C’HEMENER BIHAN KALONEK


Ur wech e oa ur c’hemener bihan. Bevan a rae en un ti bihan e-kreiz ar vourc’h ha poan a-walc’h en doa o c’hounit e dammig boued. Met kalonek e oa ha kalet e laboure. En devezh-se, un devezh kaer a viz Eost, leun an ti gant gwrez an heol ha gant fraonv ar c’helion, e oa skuishoc’h c’hoazh eget kustum, rak mintin-abred e oa savet da wriat. A-greiz-holl e klevas ur vaouez kozh o tremen war an hent.


======= AR C’HEMENER BIHAN KALONEK =======