Pajenn:Grimm - Chemener bihan.djvu/24

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ


c’hemener bihan. Kas a reas anezhan da dapout un hoc’h-gouez, ul loen eus ar fallan a oa spontet an holl gantan. Ne gollas ket ar c’hemener bihan e benn evit ken nebeut : p’en em gavas dirak an hoc’h-gouez en em lakaas da redek. Al loen fall a zeuas war e lerc’h. Trein a reas neuze ar c’hemener bihan e-barzh ur chapelig, an hoc’h-gouez atav war e lerc’h. Dre ar prenestr e lammas neuze ar paotr er-maez ha, goude, e serras buan an nor war ar chapel. Klozet e oa enni al loen gouez hag ar roue e-unan a zeuas da welout anezhan.

Graet e voe an eured : brav-tre e voe pep tra hag an holl o devoe kalz plijadur.