Pajenn:Grimm - Chemener bihan.djvu/21

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

digant egile hag, hanter-gousket c’hoazh, e lavaras gant imor :

« Ehanit da skein pe tuchantik ’po keuz ! »

Ar c’hemener bihan a daolas neuze ur maen all outan hag ar ramz a yeas droug ruz ennan da vat : ur mell taol a roas d’e genseurt hag int o-daou d’en em gannan gwashan ma c’hellent. Displantan a rejont bep a wezenn diouzh an douar ha ken gwazh e voe an taolioù ganto ma kouezhjont o-daou, a-benn an diwezh, marv-mik.

Ar roue avat ne fellas ket dezhan rein e verc’h d’ar