Pajenn:Grimm - Chemener bihan.djvu/12

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ


re-man a gred debrin kaotigell a zo koustet din ken ker-all ! »

Ha gant un torchouer e skoas warno ur mell taol : seizh a voe lazhet.

« Oc’hu », eme ar c’hemener bihan, « nag ur mell den ez on : me zo gouest da lazhan seizh en un taol ! Ret eo din mont da gontan an dra-se da holl dud ar vro ! »

Hag ez eas en hent, o lezel e stal, e labour hag e gaotigell. Ne gasas gantan nemet un tammig bara hag un tamm fourmaj laezh da zebrin pa zeufe naon dezhan.