» Ennoc’h, var lerc’h Douë, e ma va oll fizianç ! »
« Dalc’h mat, ’me Beaumaner, dalc’h mat ! Meur a fust lanç,
» Abars ma z’hi gante, a vezo sqillaouët ; [1]
» Meur a blatinen arm, meur a gabell toullet. »
Qer buan hac e gomz, e labour gant e vrec’h ;
Gant e c’hleze ledan e sqo a traon ha trec’h :
Qement a vo tiset, gant faç e drem da vat,
A ranqo orgella ha ruilla var ar prat.
Herpel a ree Bambro hac e dud outàn ferm ;
Sqei a rer a nerz-corf, an oll a c’huez a derm.
Yosted, ne allont mui : an daou rum a reqet
Ma vo un tam hean ’vit terri ar sechet.
Accordi a rezont var ar fæt, ha dioc’h-tu
Int deut divar ar prat. Gant ur bannac’h guin ru
E guelc’hzont o c’houzoug stanqet gant ar boultren ;
Dioc’h o zal e sec’hzont ar goad hac ar c’huezen.
Neuze guitibunan, [2] gant prez ha galon vat,
An daou rum a zistro, disourci, d’ar gombat.
Qen rust oe ar c’hrogad evel en dro guenta ;
D’or c’henvroïs e oe qen dommachus dija !
Pemp-varnuguent ebqen, sioas, a Vretonet
Ne chom bremâ ! Perac ? daou a so bet lazet,
Hastennet var ar gueod, ha tri so prisonniet,
Hac hervez ar lesen eus an amseriou-ze,
N’allont qet labourat gant lanç pe gant cleze