Pajenn:Goesbriand - Gwerz Emgann an Tregont, 1837.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ






Eil Chabist.


En hanter hent etre ar guaer a Bloärmel
Hac hini Josselyn, brudet dre e c’hastel,
Ez oa ur braden plen evel ur tapis flour,
E harz ur vezen derv ha taust d’ur goaziq dour.
Ar braden-se a oe assinet evit plaç.

Qent eguet Beaumaner, Bambro a diguezas :
« Pelec’h oud’e chommet, Autro’ a Veaumaner ?
» Pelec’h, e me Bambro, e ma ta bautret ter ?
» Aon o deus bet, m’oar vat, ha songet mat o deuz,
» Rac mar teuont ama, e vezo var o reuz ! » [1]

« Ne ranqfot qet cortos, eme Robert, d’e dro,
» Oc’h arruout neuze ! » Oc’h e velet, Bambro
A deu da habasqaat : Autrou, pe sort profit
» Ho po dioc’h ar gombat, hac e ouffac’h gounit ?
» Flastret a vo cals tud en devez a hirio ;
» Ar sort ne gaffoc’h mui couls hac hi, en ho pro :

  1. Var o reuz. Pour leur malheur.