En daill-ma, ar potrez qæz,
Dre ma qerze, a gonte pris al læz :
Gat an arc’hant e pren, neb’on, ur c’hant viou,
A sao, evit an han, daou, tri rumm torrajou :
Me digoro va daoulagad,
Dre-se e teuïnt oll da vad ;
Ouspenn-so, duma ne qet diæz
Sevel laboucet, taust d’an tyez,
Hac Alaniq, daoust d’e sqiant,
A lezo aoalc’h guenin-me
Evit prena, gat o arc’hant,
Un ’oc’h ebrelleq a zoare.
Me er choaso æz da vaga,
Ha pa deuio couls en guerza,
An ëur em bô (petra virfe ?)
Da gaout ur vuoc’h hac he loe.
Na pebes joa pa ho guelin
Gat ar re-all, er foenneq o vresqin !
Var ar guer-ma, dre joa ar plac’h a ras ul lamm ;
Læz, porc’hel, laboucet, hac ar loe hac e vamm,
Scuillet ha bruzunet tout,
A yas assambles en ho rout.
Ar perc’henn gat huanadou
A lez eno he oll madou
Hac a ya var he c’his da gaout he goas d’an ti,
D’en em excus ; mæs risq so evit-hi,
Pajenn:Goesbriand - Fables choisies de La Fontaine traduites en vers bretons.djvu/33
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ