Pajenn:Goesbriand - Fables choisies de La Fontaine traduites en vers bretons.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Pehini, o stouët re larg a-zuoc’h ar lenn,
En dour var he fenn a guezas.
Ar lenn evit-hi so mor bras :
Caër e deus neu, ar loëniq qæz,
Na ell caout poent da zont er mæz.
An durzunel a reas alusen,
En eur teuler dar veryenen
Eur yeoten da dalvout planqen,
Hac ar loen paour, divar goust ar bot yeaud,
A ellas en em denn’ en aud.
Var an heur-se e tisgouëas
Eur baleant var e dreït-noas,
Eur goar hac eur bir en e zorn.
Guelet a ra ar goulm, en eur sellet a-gorn :
Houma, ’meza, so din ; hac hen bisal e denn.
Mæz qer buan ar veryenen,
Er flemm e seul e droat. Hen, en eur treï e benn,
En d’eus spontet an durzunel,
Ha coan ar baleant a ya gat an avel.


********