Mont d’an endalc’had

Pajenn:Godest - Dastumaden Gwerziou poblus.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —


Evel keillen, kreiz an hanv, dre Frans int bet redet
Ha kalz deuz a sperejou o deveuz bet tromplet;
Ha deuet int bet a benn d’o gonid ken buën
M’o deuz ’n em roet d’ezê evel zervijerien.

Labourat rent dre adres ebarz en peb fêson
Klask diskar dre-holl en Frans ar gwir relijion,
Ha dreist-holl en Breiz-Izel, hon bro ken karantek,
E klaskont, ouspenn, diskar hon iez ar brezonek.

Goût ouzont ar Vretoned a zo katoliked
Ha ’barz en iez brezonek e vent holl kelennet ;
Difenn zo komz brezonek d’ezê en neb doare
Vid diskar dre ze, esoc’h, hon spered hag hon fe.

Mad meurbed eo, asuret, e ve gret skol gallek.
Mad e ve ober ive eun tamm skol brezonek,
Ma c’hello ar vugale derc’hel kiziou o bro
Ha dond da lenn brezonek vel ma rê o zado.

Ma vo d’ar Gall ar gallek, d’ar Breizad, brezonek !
D’ar Gaskogn e c’haskonach, d’ar Pologn, polognek !
D’an Afrik ar iez arab, malgach da Vad’gaskar,
’N eur gir, he iez da beb bro dre-holl war an douar.

Rag Doue Holl C’halloudek an neuz gret ar iezo,
Roet dre e vadelez he iez zur da beb bro ;
Pa glevet eun ’komz ho iez, e tom outan ho kwad,
Evel eur bugel bihan ouz e vam hag e dad.