Ma zon ’gleje bean klemmus
Daoust d’ec’h holl da vean joaus.
Rak ma c’henvreudeur, kouls ha me,
Hon deus keun d’ho person newe.
’Met arabad eo en de-man
Kât eur pen koz, c’hoantât gouelan !
Gant tud Coatascorn ni ’gano :
Ra ’vo joa en holl galono !
En tu ’r c’huz-heol da vourk Hengoat,
’N eur gerig koant, en Pen-ar C’hoat ;
Breman ’zo c’houec’h vla-ha-tregont
Eun tad ’oa laouen e galon.
Eur vam ive ’dridas gant joa,
Pa glewas kleier o vralla.
Kleier Hengoat en o zour koant
O son goude ar Vadeiant.
Perak, siouaz, ’maint ket aman
’Vit lodenni joa ar gouel-man ?
Seblanti ’ra d’in o gwelet
War garido, an Nenv pleget ;
Hag eno, o daou, dorn-ouz-dorn,
E sellont ’trezek Coatascorn,