Me ’blij d’in, ’kreiz sioulder an noz,
Selaou mouez ar wazig-dour
A dremen dre ar vered koz,
’N eur drouzal ken sioul, ken flour !
Sioul ha flour, gwazig, ’ve da vouez,
’N eur dremen dre ar vered,
Ha gôut a rez e tremenez
’Kichen korfo douaret ?
Dcus, ma c’hori, betek ar vered.
Deus da welet ar beio !
Marteze, da zour binniget
E servijo da zaero.
Dirak ar be-ze, traez warnan,
En-harz eur groaz-venerez,
Greomp, mar karez, eun dihan ;
Marteze ’klewfomp eur vouez.
A bep tu d’imp man na glewan
Nemet mouez ar wazig-dour,
Gant trouz an awel o c’houezan
Gwech-ha-gwech en beg an tour.