Ya, kanan ’ra, a-hed an de,
Ha fred gantan, e poagn ive ;
En beg ar gwe, hag er c’hleuio
Yan-gren ’darre ’glasko nezio.
E-touez ar yeot, er prajeier,
Bleun o sevel o fen seder,
Du-man, du-hont, boudenno-spern
Gant o c’houez-vat, ha bleun a-vern.
Na kaer ive, er parkeier,
Gwelet an ed, ’vel yeot tener,
Gant an awel dalc’hmat hijet,
Rodellet ha dirodellet !
Diouz ar beure, eur c’hlizen wen
Kouet eus an nenv, a stereden
War ar yeot ha war an delio,
’Keit ’pign an heol ’kreiz an oablo.
Ha ’kreiz an de e skuilh tomder
Gant kement a nerz ma weler
An trevado holl o kaerât
Hag o kreski ’bep tol-lagad.
An hencho-don, fall er gouan,
’Zo, tam-ha-tam, deut da zec’han ;
Gant o sioulder e vo breman
Disheol ’darre, epad an hanv.
’Hed an hencho e vo gwelet
Denved bihan newe-c’hanet,
Tost d’an tïe e vo klewet
Sklok ar yar goz gant he evned.
Hag eus tourio ar paroujo
Mouez ar c’hleier breman ’grogo
Da c’hervel tud d’ar pardonio,
Klozet ’boe eun nebeut mizio.