A-wecho-all, ’krec’h eur c’hra, war an dosen.
’Tal eur groaz-vin,
E ve gwelet perc’herined a vanden,
War o daoulin ;
En dro d’ar groaz, Kroaz ar Zalud, pa welont
An iliz kaer
’Lec’h ’ve ’r pardon ; mont-dont, holl e saludont
Kroaz hon Zalver !
Nag a groaz c’hoaz a weler war ar c’hleunio,
En du liwet !
’Wit digas sonj peurvuan eus gwaleurio
Bet c’hoarveet !
Er lec’hio-ze e ve marvet kristenien
E lakeer,
E koun anê, ’wit kât d’o ine peden,
Kroaz hon Zalver !
Stank a dra-zur, ha start da-vat, war eun dro
Ar groaz en Breiz !
Hen diframan a glasker, e barz hon bro,
Dimeus hon c’hreiz !
Na lezomp ketober ze ! Ze ’ve pec’hed !
Bretoned ker,
’Vel hon zud koz, dreist pep tra, karomp bepret
Kroaz hon Zalver !
Karomp ar groaz, ha c’houi, Bretoned kristen,
Pôtred, merc’hed,
Douget anei war ho kalon, ’n ho kerc’hen,
Hep mez ebet !
Karout ar groaz ! Ze a dalveo d’ec’h kât
Maro evruz !
O kaerat tra ! gallout mervel ’n eur bokat
Da groaz Jezuz !