An heol a lugerne
E krec’h an oablo,
E keit ma tregerne
Ar c’hoad gant kanio !
Kanio eur mesaer
E disheol ar gwe,
Kustum er prajeier
Da vean bemde.
Eun tammig ezen flour
Lake ar branko
Da hijan ’us d’an dour
Hag ’us d’ar bleunio.
Ar mesaer bihan,
O welet an evn
Luskellet ’pad e gân
Eas d’ean ez-eün :
« Pignet war an derven,
O evnig bihan,
Ken koant da c’houg melen
N’e teus ket a doan
E teufe an awel
Da derri ar brank,
Ha d’it neuze mervel,
Te c’hoaz ken yaouank ?
Ma teufe d’it kouean
Ebarz dour ar waz
Ken don el lec’hig-man,
’Ves beuet, siouaz ! »
— « Kwik ! kwik ! o mesaer
N’em eus doan ebet,
Me zavfe prim en er,
En dour ’gouefen ket !