Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


D I G W É Z I O U [1] T É L É M A Q ,
MAB ULYSS.
————
LEVR QENTA.
————
DANVÈZ.


Télémaq casset gant Minerva, dindan aoz[2]Mentor, a zo taolet gant eur barr-arneu en énézen Calypso. An douéez-ze, pini ne allé qét en em fréalzi[3] euz tec’h Ulyssès, a ra da vab an haroz-zé an diguémer ar gwella, hag ô véza deut da garout anézan qérqent dreist-pen, a guinnig dézan ar hir-badélez,[4] ma fell dézan choumm gant-hi. O véza bet pédet muioc’h mui, gant an douélez, é tanével[5] dézi hé véach é Pilos, hag é Lacédémon, hé pensé[6] war aot ar Sicil, an daré [7] é pini é oè da véza immolet war béz Anchises, ar scoazel a roaz, hén ha Mentor, d’ar roué Acestès, hag an anaoudégez-mad ar princ-inzé, pini a roaz dézo eul lestr phénician evit mont en ho bro. Al lestr, ô véza bet qéméret gant eur stroll listri ar roué Sésostris, Mentor hag hén a zo dalc’het, ha casset en Egypt. Madou ha burzudou ar vro-zé ; furnez hé blégnérez. Télémaq ha Mentor a zeu dirag Sézostris, pini a ro ardamez[8] ar gra-zé[9] d’eur pen gréou [10] euz hé balez, hanvet Métophis. Dré urz ar pen

  1. E brezoneq tréfoet : avanturiou.
  2. Dindan aoz Mentor ; e galleq : sous la figure de Mentor.
  3. E brezoneq tréfoet : consoli.
  4. E galleq : l’immortalité.
  5. E galleq : il raconte.
  6. E brezoneq tréfoet : naufrach.
  7. E galleq : le danger.
  8. E brezoneq tréfoet : examin.
  9. E brezoneq tréfoet : an affer.
  10. E brezoneq tréfoet : officer.